Pylos (henc'hresianeg : Πύλος, Pylos), anavezet ivez en istor dindan hec'h anv italianek Navarino, zo ur gêr hag un nemos kozh e Messenia, e Peloponnesos, e Bro-C'hres. Abaoe adreizhadenn ar gouarnamant lec'hel 2011 emañ e pastell-vro Pylos-Nestoras, war un dro ar pennlec'h hag ur rann velestradurel anezhi. Kêr-benn eus proviñs Pylia e oa gwezhall. En he c'hichen emañ kêriadennoù Gialova, Elaiofyto, Sc'hinolakka, ha Palaionero. E kêr Pylos ez eus 2 561 annezad, hag er rann velestradurel ez eus 5 402 (2001).
Pylos kozh ha Pylos nevez zo daou lec'h annez ha daou gastell disheñvel, meur a gilometr an eil diouzh egile. Emañ Pylos kozh (Navarino Vecchio) e gwalarn ar bae, e-skoaz Pylos nevez zo e gevred ar bae.
E bae Pylos ez eus bet daou emgann war vor :